Salud deoc’h-c’hwi,
Lakaet am eus war well dre ma c’hont NikonImageSpace ur choaj eus ar skeudennoù bet tapet ganin e Karaez.
Daou liamm zo :
1. ar vanifestadeg
Goude bezañ prederiet, n’am eus ket laket amañ ur skeudenn warni daou vugel yaouank a Ziwan (lezenn diwar an dremm, dreist-holl da virout ar vugale) nag unan all warni ur panell ofisiel « zivyezhek » (« Lezit da dremen »). Houman, kenkaz e tigasfe en-he-enep fulor tud galloudus zo (ha ne vank ket anezhe, ziwazh!) hag a vefe a-enep groñs ouzh ar yezhoù rannvroel… N’am eus ket c’hoant da vezañ « contre-productif », evel ma vez lâret e galleg flour 🙂
2. an daol grenn (c\’hwech tudenn)
notenn: liamm diwar an Erminig (Gwened 2015) a zo ovevañ c’hoazh:
An holl fotoioù-se a c’heller o pellgargañ (sinet eo bet pep hini anezhe gant ma lesañv a skeudennour Yann LUKAZ)
Ken dizale
Yann LUKAZ