Beaj an Inizi Glenan

Ar sadorn 7/04 a oa bet aozet gant Skol-Uhel ar Vro ur veaj betak an Inizi Glenan evit ar vrezhonegerien. 22 den zo deut. Da gentañ, Roland MOGN a gontas mojenn ar Roue Gradlon ma’z eas ar paour kaezh roue betek an Inizi. Da c’houde, a-hed an erdervezh, ar veajourien o deus dizoloet Foeon ar Glenan, ur seurtad plant a gresk, er bed-holl, war teir enezennig hepken amañ er Glenan. Da c’houde, aet eo an amzer war vravaat a-hed ar penn-devezh, ken ma voe heol e-pad une eurvezh hanter, ha pa weled mat e oa brein spontus anezhi war an douar bras ! Meur a seurtad labous-mor a voe tu da welout dre c’hras displegadurioù Patrick DREAN, lod anezho rouezig a-walc’h. Ha war ur mor sioulaet eo e voe graet ar veaj dont en-dro. Tud a ar vag a voe plijet o selaou tud all o komz brezhoneg dibaouez, ken m’o deus goulennet gant tud an Alre kanañ ouzh ar mikro pa voe erru ar vag e porzh Konkerne da gaeañ.

O kontañ mojenn ar Roue Gradlon

Ar foeonennoù kentañ !

139.000 plantenn

Foeon ha pour-bran

War ar wenodenn-goad (1)

War ar wenodenn-goad (2)

Puilh ha stank !

Fotoioù forzh pegement

Un nebeut foennonnoù brav

Piged-mor ha gouelini

Golvan-aod

Catégories

Vous souhaitez participer ?

Ces thématiques sont prises en charge par des sections d'activités auxquelles les personnes intéressées participent en réunions ou à distance.

Elles sont créées ou modifiées en fonction des demandes et des possibilités d'animation.